Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
Dragon Sant Paol.

Rod ar vilin a valo flour
Gant goad ar venec’h eleac’h dour,
Araok potred ha prim peb gour.

Ar Vretoned a dec’h eun tamm ha Paol a wisk e zillad offerenna.





VII DIVIZ

An Arvoriz hag ar Vretoned.

PAOL, d’ar Vretoned, dizroët d’e heul.

Chomit oll em c’hichen, arabad eo tec’het
D’an Arvoriz.
Ne skoït ket va zud, pa ne reont drouk ebed

AN DROUIZ.

Ma n’o divije ket gwall c’hreat en hor c’henver
Ne vijemp ket deuet da givizat o ler.

GUY.

Hon doueou n’ouzont nemed c’hoari da fall
Bac’had dezo ma zaïnt d’her gwelet er bed all.

PAOL.

Ne skoït ket va zud — Ni n’omp ket tud a freuz,
Perak kaout kasoni ouzomp evel m’ho peuz.