Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
Dragon Sant Paol.




AN DROUIZ.

Perak komz er vro man eneb hon Doueou !

PATRIK.

Ho toueou deoc’h c’houi n’int nemed hunvreou

MILLOUR.

Mil malloz war da benn enebour an heol rus.

PAOL.

N’euz nemed eur gwir heol hag hennez eo Jezuz
A bleger dirazan, en nenv war an douar
Hag en iferniou yen. Hen eo Roue ar c’hloar !

(da unan hag a venn skeï ar Vretoned)


Na skoït ket va zud.

MILLOUR.

Na skoït ket va zud.Dao d’an divroidi
A ziskenn er vro-man da ober o mistri.

GUY.

Ury ha Devedek eo a ren en Arvor
Ganto’ ma ar c’halloud, dezo eo an henor.

WIZUR.

Ni n’hon deuz ket komzet eneb mistri ar vro
Hon divreac’h hag hor goad pa girint o dezo
Da viret na deufe na saoz na gall ebed
Da flastra an Arvor gant o zreid milliget