Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
Dragon Sant Paol.




AN DROUIZ.

O klask an tu emaoc’h, gant kenteliou iskiz
Diouz lidou koz an heol da drei ar Yaouankiz.

NUZ.

Eun heol nevez a bar war douar an Arvor,
Dezan hiviziken eo e vô an henor.
An heol koz n’eo netra nemed eur c’hrouadur
A zent ouz an aotrou a zo krog en e stur.

AN DROUIZ.

Mil malloz war da benn, nac’her an Doueou
Grit d’e vell kein strakal dindan dir ho koafou

PAOL.

Na skoït ket va zud, en aoun n’ho pefe keuz
O welet peger krenv eo ar C’hrist.

MILLOUR.

O welet peger krenv eo ar C’hrist.C’hoant ho peuz
D’hor spounta !

PAOL.

D’hor spounta !C’hoant am euz d’ho lakât da anaout
Ar gwir Doue a zalc’h en e zourn peb galloud
An hin’a sturi an heol ar stered hag al loar
Hag a laka buez da zont war an douar,
An hin’a ren an dud euz ar c’havel d’ar bez
Hag a varn ar Roue kenkoulz hag ar paourkez.
Ne glaskan netra ken.