Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —


An Oc’hen er Feunteun
————

Heuliet gant eun den koz pevar ejen melen
A welis er garhent goustadik o tiskenn
Evit dont da zoura ’goueled penn-kêr al Lab [1],
’Lec’h e vez alïes gant al loened diskrab.

An amzer a oa yen ; an oc’hen morzennet
A zoube dïegus o muzell en dour-red ;
Koulskoude, ’vel kustum, o mestr karantezus
A c’houibane d’ezo war eun ton aketus.

Pa zavjont ’n eur c’houeza o genou glaourek,
Pa ziskouezjont d’ar chleuz o fennou fronellek,
E klevis an den koz sioulik o laouenât
Dre ma wele, moarvat, e loened o wellât.

An eil hag egile, goude meur a ehan,
A zistrôas d’ar c’hraou… Deuet e oa poent koan.


————
  1. Er Fouilhez.