Da boent an neizeta, gant va zad, goude Pask,
Eur zulvez d’abardaez, e rean eün enklask.
Sonj am eus e touge er mereuriou pep kleuz
Eur bod pin pe lore, pe c’hoaz eur brankig beuz.
En henchou e santemp, e pep lec’h, ’us d’hon penn,
Ezennou flour ar plant, ha dreist-holl ar spern gwenn.
Seder ez oa ar c’houer, ken pinvidik ken paour,
O welet ar girzier, al lanneg melen-aour,
An ed o tiwana, ar prajou o c’hlaza,
Ha war ar gwez-frouez an deliou o vrousta.
En-dro d’an douarou, kerkouls hag er c’hoajou,
Mil mouez a richane, a veule an Nenvou…
Pa c’hoantas d’ar goukoug meska he c’hanaouenn,
’Vel da gaerât ar vro a gavemp ken laouen…
Neuze, en e c’hodell va zad a gemeras
Daou wenneg evidoun, ha fraez e lavaras :
« ’Traou Doue, grit, mar plij, na renkfe va bugel
Diouerout e vara, glebia e ziwaskell !… »
Ze ’zo eun dra zister ; c’houek eo da vihana
Hen klevet er galon, c’houekoc’h c’hoaz hen kana.