Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


Goude eur barrad-glao
————

An oabl ’oa entanet, ken sklêr ha ken skedus,
Pa zavas, d’an enderv, eun amzer arneüs !
Prest ’n eur glogorenni eur glao pil a gouezas,
Hag al labourerien ker buan a dec’has
Evid en em zastum e kostez ar c’hleuziou,
’Vel ma ra an denved pa gurun er maeziou.

Pa ehanas ar glao, pebez freskadurez,
Ha d’an holl douarou gwellat magadurez !
Pebez sioulder ive ! Gant va divrec’h kroazet
Ouz an Hend-Izella [1] e sellan sebezet.
An heol splann war ar vro ’lugernas a neve ;
Pep tra a advevas. Ar golvaned [2] ’heje
O diwaskell glepiet araok mont da enklask
O boued war al leuriou. ’N eur wezenn eur vondrask
A gane ken nerzus en eun ton ken sklintin
Ma sonjen na voe bet biskoaz kaeroc’h mintin.

D’an hevelep euriou, an holl draou war ar bed
’Dle santout en o c’hreiz buhez hag eurusted.


  1. Er Fouilhez.
  2. Filiped.