A ziskouez e gunvelez,
Kerkouls hag e vadelez,
Dre gregi en o daouarn
’Vit c’hoari Lostig-louarn.
Kerkent ar vugale ger
’Vel pinted a voe seder.
Antronoz, unan anê
D’ar skolaer a dostae ;
Hag hep distro e laras
Ar geriou-man ken dinoaz :
« Deus adarre ganimp-ni
« Deus, eta, paotr, da c’hoari !… »