Evitan hon doa holl doujans,
Diwall a raemp diouz e zroulans.
Yac’h ha seder evel eur pesk,
Burzudus e oa en hon mesk.
Ar pez a genboueze, me ’gred,
D’e uhelât en hon spered
’Oa ’n e ziskouarn diou ruilhenn
A lugerne ’vel arc’hant gwenn.
War e veno ’oant eun diwall
Ouz pep klenved hag ouz pep gwall…
’Vit kaout e batrom penn-da-benn
’Renkan komz eus e chikadenn.
Adalek beure betek koan
E jaoge butun heb ehan ;
Ha ni ’yae dre-holl ’n eur laret
E oa eur c’horf krenv ha kalet.
Gant fouge hen kleve bep gwech :
Se, va zud, n’eo ket eur gwall-dech.