« Ne dajen ket da bilhaoua,
« Gwelloc’h eo kaout peadra !
« Met perag eta damanti ?
« Bevomp bepred dizoursi !… »
Neuze e weler va den mat
War gein e loen o pignat,
Oc’h ober sin ar groaz buan :
E wreg ’bedo evitan.
E keit-se ’c’hrizinke Yellig.
’Lïez e Leon [1] birvidig ;
Mont a reas d’an inkane :
Da noz ’oa e Landerne.