Petra ’dalv termal hep termen ?
Gwell eo tanva eur grampoezen.
Evel-se ’ra ar mevel bras,
Ha, war e lerc’h, kalz re-all c’hoaz :
Ar bugel o tont eus ar skol,
Kement ’vez bemde ouz an daol ;
Marteze meur a amezeg ;
Enno ne gavin ket abeg,
Rak ’vidoun ’lipen va mourrou
En deiz ’tomme ar pilligou.
Mat ’veze dreist-holl ar c’hrampoez
Servijet e ti va mestrez.
’Trezomp hon daou ’vezent rannet,
Er memes asïet debret.