Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


Ar Rouanez Anna
————

D’an aotrou Coroller.

Ar rouanez Anna, e « Langeais » o paouez,
A zelle ouz stêr Loar diwar eur pondalez
O ruilha en he c’han ’vel en eur gampoullen
He gwagennou c’houezet, bouilhennek ha melen.
Hag, e-pad ma kerzent ’trezeg ar mor ehon,
He spered o heulie, leun a brederiou don…

Pell du-hont, er C’hornog, en em zante galvet
Gant he c’hoad, he menez, kement he doa kuitêt.
An noz he c’havas trist. Dre he c’housk e kleve,
Daoulinet ’tal he dor, eur rummad bugale
Gwisket e-giz ’n he Bro, o pedi en o yez
Ma chomfe Breiz o mad, hag atao d’an Dugez !

Antronoz ster al Loar, bouilhennek ha melen,
’Ruilhe war-zu ar mor heb ehan na termen ;
Ha « Langeais » a welas, dindan mourenn Anna,
O kwilc’hat he lagad, an daerou o koueza.
Ha hi, deut Rouanez er vrava bro er bed,
’Chome he c’halon stag ouz he Broïg bepred.