Kement paotrig bihan
A gas bodigou lann
D’ober tantad sant Yann,
Savet e-tal ar groaz,
E kreiz ar blasenn vras,
En disheol d’ar gwez glas.
Kêriz, deuet an noz,
Ha zoken ar re goz,
En eur gonta o c’haoz
En em vod el leur-gêr.
’Vit digor ar gouel kaer
Em parrez a reer.
Prest e vraller ar c’hloc’h,
Hag hep gortoz pelloc’h,
E klevit o tiloc’h
Ar merc’hed eus pep korn,
O chapeled ’n o dorn,
Gwazed echu o c’horn.
Ar beleg en aoter
A lavar eur bater,
Ha goude e weler
An iliz o leuskel
Sant Yan war e vanniel,
Douget ploum hag uhel.
An tantad benniget
Dioustu ’vez elumet.
Ha neuze ’vez klevet
Kan ar « Magnificat »
Evit trugarekât
Doue, hor Mestr, hon Tad.
E tommder mezeven,
Dindan al loar velen,
Ra welor da viken
Kendalc’het en hor c’hreiz
Giz koz ha mat hor Feiz !
Hebdi Breiz ne ve Breiz.