Chom a ra en eun ti-balan,
Karget a vugale vihan,
Diannez, diarc’hant ha paour
Evel lojeiz meur a verour.
Beva ’ra e-giz eun ejen
Dindan ar yeo er park pa denn,
En eur wel’t hepken an ero,
An ero keit ha ma pado.
Ha, goude labourat bemdez,
A-boan ma chounit e vuhez :
Bara ha yod ha patatez
Hag a-wechou souben al laez
A zo e bred, da lein, da goan,
E peb amzer, en hanv, er goan,
Rak an tammou kig a vez ral…
Alïes renker o gedal !
E zilhad penselied, truilhet,
Eur wech ar bloaz ne vent gwelc’het ;
Ma na vije ofern da zul,
E varo n’en defe muzul :
En deiz-se ’ra eun tamm kempen
D’e zaouarn, d’e fri ha d’e benn.
Ne vev mat en e aezamant,
N’en deus morse kontantamant :
Pa ’n de maget e vugale,
’C’hoanteont mont war ar bale,
Hag ar merour, en e gozni,
A vez dilojet eus e di.
Aman, du-hont ’z a war zevez.....
Set evitan an dïenez,
Pa na renk ket astenn e zorn
Da choul an aluzen ’n eur c’horn.