Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —



Pet gwech d’ar goueliou
Zoken d’ar foariou
Em eus o tansal
Laket da fringal
Plac’higou seder
’Ambrougen d’ar gêr.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.

Breman war an oad,
’C’han lïes war droad
A-hed da henchou,
Eürus em sonjou,
Rak moueziou gwechall
’Glevan o sourral.
Ze ’zo evidoun
Eur blijadur doun.

Ra vevo Botmeur
Hep gloaz, hep gwalleur !
En eur stad uhel
’Vo e Breiz-Izel
Keit ha ma viro
Boaziou kaer hor Bro.
Ze ’ve evidoun
Eur blijadur doun.