Anavezout a rit Milin,
Mestr-ostiz e kêr Gastellin ?
’N e di e tebren eun devez :
Ken na rin biken a-nevez !…
Goude eur pred mat, lein pe goan,
— Her Gouzout ne dalv ket ar boan, —
’Vel kustum ez is d’ar c’hafe
Evit kemeret eur banne :
Gweren, plad arc’hant, loa arc’hant
Beteg ar sukr, holl ’oa brillant !…
N’ouzon na perag na penôz,
Ez oan e Pleyben antronoz,
Pa zeuas ar jandarmiri
Da c’houl ganen « arc’hantiri
« Laeret e « hôtel » vras Milin
« E kêr Sous-Préfet Kastellin… »
— « Arc’hantiri !… Petra sonjet ? » —
Chom a rean sabatuet.
Met buan Beg-e-Dog [1] va zac’h
A c’houlonderas… Penaos nac’h ?
Ma na oan ket c’hoaz barnet laer,
Feiz, eus se me am boa an aer !…
Kavet ’voe e-touez va dilhad
Eul loa arc’hantet hag eur plad !…
Hag er prizon e voen stlapet
Evit eun nozvez da gousket.