Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


Marc’harit al Leur-gêr [1]
————

Marc’harit al Leur-gêr
A ra bemnoz tro kêr
O klask ar re vihan
’Vez er maez o-unan.

Marc’harit an druilhen
O c’has da veg al lenn
Pa n’ o moug er poullou
A gav war he henchou.

He bleo gris ha dispak
Gant an avel a strak ;
He mouez moan ha monklus
Da glevet ’zo euzus.

En he genou hep ment,
’Zo skilfou ha nann dent ;
E beg he c’hrabanou
’Zo mellou ivinou.

He zreid zo brasoch c’hoaz
Daoust d’ê beza en noaz ;
He c’horf hir ha melen
’Zo ’vel eur vuzugen.

Sorserez ha diaoulez,
Chom a ra er menez,
’N eun toull dindan eur roc’h
’Lec’h ’klever he soroc’h.

Eur spont eo ’vit ar vro,
Gwall-vrud he deus tro-dro.
Merc’hedigou dinamm,
Pa laro d’ eoc’h ho mamm :

« Marc’harit al Leur-gêr !… »
Kerzit buan d’ar gêr,
Sentit raktal outi
Ha serrit dor ho ti.

  1. Sorserez brudet e menez Arre.