Chom a reas digas ha dilavar
Dirak he zad, labourer-douar.
Eun den en e stad
A oa da glemm mad :
Karget da urzia eur bugel didalve
E pep tu, e pep lec’h mezus he bale.
E drubuilh, siouaz, echu n’ez oa ket :
Bemde e weled e verc’h o kerzet
Er gwaremmou,
Er yuniou.
Eur zadorn, he daoulagad fero,
Ne lare nemet komzou c’houero.
En eur drouk-pedi,
En eur vallozi,
E krias :
« Mallaz !
« Dre an drein ha dre an drêz,
« Dre ar siminal er-maez !… »
Kerkent e tisparisas,
’Keit ha ma rêd sin ar Groaz…
Er vro,
Tro-war-dro,
Er menez,
E yun Elez,
E weled eur skeudenn
En devalijenn ;
En ti, e kêr e renas eun hevelep spont
Ken na grede den na mont na dont.
Bep sizun, d’ar zadorn,
War-lerc’h konchou born,
Ar plac’h kêz,
Gwechall leun a furnez,
A gerze d’he dizurziou.
’Vit he zud pebez poaniou !
A bell ne vevas,
An diaoul he sammas…
Setu termen pep buhez fall !
Dalc’homp sonj eus plac’h Sant-Riwall.