— 37 —
E baperou en noaz pe Ibil ar Bragou-bras
————
Bodreou ha bragou-bras
A zouger breman c’hoaz :
Evel-se e marc’had
Kêr-ganton Huelgoad
’Z oa, diziou tremenet,
Eun koz a Lokeoret
’Koubl e vrec’h eur baner,
Ha hi karget a ber.
Da welet ar burzud
’N eur red ’teuas kalz tud :
Brestiz, Parizianed,
O gwragez, o merc’hed,
Ouspenn, kement bourc’hiz
’Gaver ’tal an iliz [1],
Oc’h ober o zamm tro
’N eur gomz eus traou ar Vro.
Ma Lokig [2] a ouie
Ar gernez a rene,
Ha, pa c’hoantêd prena,
— Ne lezas ket tanva, —
E lare hep souez :
« Pemp kwenneg eo ar pez. »
Pemp kwenneg ar berenn,
Gwechall priz eun dousen !…
Neuze ’vat pep koumer
A oa war al leur-gêr
’Zavas uhel he mouez
’Vel ’man giz ar vaouez.
|
- ↑ Marc’had ar frouez, an aman hag all.
- ↑ Lezhano eul Lokevredad.