O kefiou koz, ken enorus,
War eun dro seder ha pouezus,
Gwir vignoned hon parkeier,
Ha bonnou sakr ar prajeier,
M’ho azaouez [1] ha me ho kar,
Kerkouls p’hoc’h eus skourrou dispar
Evel pa zavit kinviet,
Pe hepken a ilio gwisket !
Na noz na de en ho kichen
Dizeblant ne c’hellan tremen :
Benniga ’ran an dourn en deus
Ho sanket, plantennig, er c’hleuz.
Penaos ouzoc’h ’vezer garo
Ouz ho tispenn kent ho maro,
Pa c’hoantêt golei ho korre,
Pa ziskouezit brankou neve ?
Goude beza hon gwaskedet,
’Vidomp e tommit an oaled ;
Bihan, bras, hag aet da netra,
Oc’h atao dare d’hon eila.
Evit kement a vadelez
’Tlefed gouestla d’eoc’h trugarez
Dre ho terc’hel war bep douar.
Alas ! ne reer ’met ho tiskar…
Me ive n’em eus ket ganeoc’h,
Em yaouankiz, bevet e peoc’h ;
Dibreder ’n ho skeud, goude koan,
Ne vijen ket aet va unan.