Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


War eur Wezenn dero goz kouezet em liorz
————

D’an Aotrou René Ar Rouz.

Va gwezenn dero goz en eur hiboudi pell
’Vel o c’houlenn sikour, moarvat en eur c’hervel,
Gant eur barrad arne a voe dec’h diskaret
Rak he c’heneilezed a jomas sebezet…

Ha me o prederia : « N’eo ket echu he foan…
« Gouzanv a raio c’hoaz beteg ’n he zremenvan ;
« Kaer he devo heja ’vel eun den en argoll
« He c’hern hag he brec’hiou, a dammou ez ay holl…

« Da vikana, harzit da droucha he gwriziou,
« Leuskit-i d’adveva evel war ar c’hleuziou
« Ar pendologou moal o c’henel eur vodenn.
« Ma adsavfe eun deiz, va c’haloun ’ve laouen.
« Dindan-i bann an heol ’ve ken c’houek ha ken mat
« Pa zeufe d’am zomma ’n eur lugerni goustad
« Ma kavfe d’in bepred klevout e deun va c’hreiz
« Boudal va yaouankiz hag holl voueziou va neiz,
« Santout er memes lec’h spered va ziegez
« Ene va gourdadou, c’houez karet va menez… »

Eun delien dam-grinet ’gouez e troad eur wezenn :
Set adarre eur marv. Da bep tra ’z eus termen…