Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Nomenoe
————

D’ar Yeodet.

E deun e valvennou den e zaoulagad glaz
A zisklerie da Vreiz ’vije adsavet c’hoaz
Rouantelez Morvan [1], kouezet e Langonnet,
Dre eun taol-treitouriez, dindan yeo ar Franked.

Rak-se hon c’henvroïz a c’hortoze gant droug
Ar c’hemenn da lemel ar sparl diwar o choug :
Pa skedas an tantad war veneziou ar Vro…
A-strollad e savjont evel ed en ero.

E-kichen kêr Redon [2], diou noz ha tri dervez
Enep Charlez ar Moal e stourmjont hep paouez,
Pa weljont, d’an enderv, Impalaer ar Franked
Tec’het diouz an dachen, e galon spouronet.

Neuze ar Vretoned, en o nerz hag o gloar,
E-keit ma tremene war c’horre an douar
Askell an noz tenval, a embannas Roue,
Tad o Broadelez, ar Brenn Nomenoe.


  1. Dibennet dre urz Loeiz Kenta.
  2. E Ballon.