Kan re-Varo ar brezel
————
D’an Aotrou A. ar Braz e
koun e vab, lazet er Brezel
I
Brallan a ra ar c’hleier,
Son an drompilh a glever,
Skleur tantad ar meneziou
’Luc’h beteg war hon beziou.
diskan
Gwelet ’reomp en dremwel
Eun heol nevez o sevel ;
Evel-se ’skuilhjomp hon gwad
Hep keuz evit hon Bro vad,
Ha mar bez ganec’h peurgraet
Hon oberou arzaoet,
Eürus ’vezimp da viken
Dindan douar an talben.
II
Ar Peoc’h, pebez kelou mat !
A zo embannet, moarvat !…
Da viken ni hen miro !
Setu le ar Re-Varo.
III
Ni ’harzo ouzoc’h ar spont
A weljomp, eun de, o tont
Da enkrezi hon c’hêriou,
Ha gwasoc’h c’hoaz hon maeziou.
IV
Hon c’horfou ’zo bet muntret,
Met biskoaz ne voemp trec’het,
Start ’tiwaljomp hon linenn :
Ar German n’oa ’vit tremen !
|