Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Kanaouennou graet war bedenn soudarded a c’hoantae
d’ê kana ha dansal adreon linenn an tan.



Dansomp !
————


Da Albert Chevalier.


« Kemer eun tamm plijadur »,
Eo lavar eun den fur.

Evit-se en hon goueliou,
Kendalc’homp an dansou.

An dans ’zo sin a yec’hed
En eur c’horf askellet,

Eun eur a ziverr-amzer,
Hag ouspenn eun dra gaer,

A ra tridal e bro Vreiz
Ar c’halonou ’n hor c’hreiz.

Petra ’gaver digempen
Ebarz eun abaden ?

’Vit gwir, perag kaketal
Awechou c’hoant dansal ?

Evidoun hen ansav frank
Am eus danset hep mank.

Fae ’ta war ar baotred koz
Na glaskont met repos,

A glemm o zreid ’n o boutou
Pa usont o zachou !

Lakit raktal ’n o c’henver
Ar sklocher, an ever,

’Ra alies re gofad
Evit gallout lampat.

C’hoant am eus, en o c’hichen,
Da renka pep mouchen,