Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


En eur ziskenn da Zant-Herbot
————


Da Heri Bôd, soudard e Verdun.


WAR DON : Nec’h ha traon gant ar c’hoajou.


En eur ziskenn da Zant-Herbot (diou wech)
’Klevis o kana eur ruz-jot [1] (diou wech)
Me ’zonj e lare war e vrank,
Dre e notennou skiltr ha stank :
« Ped start ar zant ’n e chapelig
« Mar c’hoantêz kavout da goulmig. »

A-boan m’en devoa echuet,
Me ’welas en hent o lammet
Eur plac’hig koant, eur verjelen,
He lagad glas, he bleo melen ;
Skanv ez oa evel eun heiez,
Gwisket evel eur varkizez ;
Eun dudi e oa he gwelet :
E gwir, e trôas va spered.

Petra d’ober, m’her goul ganec’h ?
M’hen assur, ne oan ket hep nec’h,
Pa avizan tapout er c’hleuz,
En eur blanten, eur bodig beuz.
Kemer a reas anezan
En eur grena kalz hec’h-unan ;
Ha me o tisklêria d’ezi :
« Mar ho koulfen da zemezi ?… »
— « Perak n’hen larec’h d’in kentoc’h ? » —
Biskoaz n’ez oun bet sederoc’h.

Kerkent kroazjomp hon biz bihan,
— Gant ar zonj-ze c’hoaz e tridan ! —

Arruet e-barz an iliz,
E taoulinomp hervez ar c’hiz,
’N eur rei hep distro hor c’halon
Evel koulmed er c’hoajou don,
En eur doui ’n em garfemp krenn
E-pad hor buhez, hep termen.

  1. Eur boc’hig-ruz.