Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



Hon daou e tistrojomp d’ar gêr
Gant geriou ker brao, ken tener,
Ma seblantemp aeledigou
O nijal e-kreiz an nenvou.

Eur miz goude ’oamp eureujet.
Evidomp pebeuz eürusted !
Diouzimp e tec’has an anken,
Laouen abaoe ’n em gaven.


Paotred, pa glaskoc’h eur barez,
Graet ’ta eur zell a garantez,
Er pardoniou, ouz hon zent koz,
Ken galloudus en o bennoz !

(Ebrel 1917).


————