Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




C’HOUEC’HVET PENNAD.


————
BROUSCON C’HOUENNET A BEP SEURT.


————
An neb a vella e chatal a vella e ialc’h.
Rô boed dra chatal, az pezo teil, arc’hant ac id.
J. Bujault.


Douarou losquet da zeana, quis fal.

Ar brouscon c’houennet dléfent beza laquet é bep lec’h ma losquer an douar da zéana. Credi reer an douar en deus ezom déana, goudé en deus roed meur a eost ; eur fal greden eo, evel ma vellor pa gomzin eus an doaré stuzia an douarou. Boazet oc’h ivez da leusqueur douar ô téana abalamour da gaout peuri, péré peurliessa, né dellont quet cals a dra ; goude int bet peuret eur vech en nevez-amzer, an darn vuia né zeuont quet mui nemet en dian eost ; ar sec’hor badus é vez en ân a boaz anezo peurvuia ; muioc’h a vizé dal loënnet, ma adfec’h brouscon ha melchennou en douarou losquet da zéana. Evit ober mad, an anter Penaos chench ar c’hiz zo bremâ, da leusqueur an douarou da zéana, evit hô laboura piz.

deus an douar dléfé beza laquet didan brouscon ha didan melchen pé ieotennou al. Ar c’hiz-zé alfé beza euliet, a-vremâ, er c’hartériou guella deus ar vro. Dré guir, ma laquéfed an tiegues didan pevar stus, an teil a reer en eun tiegues cren ha drempefé an ol douarou tom ; rac né vizé nemet palefras, da lavarout