Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

mogued ; né chom goudé nemet ar sucr, pini a vez dissec’het ha caleteed dré quizou a né zléan quet discoueza amâ ; rac, nellomp, er vro-mâ, lacad betterabes nemet evit boëtta al loënnet.


Doaré ober maguérézet da gaout da blanta é mis even.

Ato dlé beza laqued ar betterabes é renquennadou, evit beza eaz da c’houenna. Eller hô flanta pé hô hada doc’htu da jom. Pa feller eulia ar c’hiz quenta, é hader anezô é maguérézet, en eun tam douar goasquet eb beza ré c’holoed, ha trempet mad, er c’henta devechou deus a vis veurs, evit caout da blanta var dro anter mis even, pé quentoc’h. Ma ello ar vagueres dont da vad ha buan, red eo teurel an ad a renquennadou, dispartiet dré ledander dec meteut dan nebeuta, abalamour dhô c’hoenna eur vech pé ziou evit buannad hô c’hresc.


Doaré dhô flanta er parc.

Planta reer dré douçder en oc’h teurel eves da denna ar guella betterabes da guenta ; eun nebeut devechou goudé, ar ré zrua deus ar ré zo chomet er vagueres ellont beza tennet ivez ha plantet, cant a ma nem gao an amzer é doaré ober. Eller quenderc’hel da blanta peb eil tro betec ar c’henta devechou eus a vis c’houeré ; eur vech ed ar maré-zé é biou, véfé ré zivezad, abalamour ar betterabes nhô digent quet amzer dober hô c’hresc abarz ar goan. Eller goloi Gât an allar.

anezô gât an allar. Neuzé é heulier ar c’hiz discoue-