zet uelloc’h evit ada an avalou douar, en oc’h teurel eves divoal renca ar betterabes iaouanc na ré izel en ant, na ré uel var ar bom, ma nhô c’holoio quet ré ar bom al a vezo tollet varnô. En oc’h teurel daou vom gât an allar ouarn, pé dri gât an allar vrô, var peb renquennet betterabes, é vezo trevoalc’h étré zô ; leusqueur a veer ed ar renquennadou, eun droatet bennag étré peb betterabézen.
Gât ar pî.
Evit planta eaz ha buan gât ar pî, é laquer an douar a irvi bian, plened gât ar ruilleres pé gât ar rastel. Planta reer var greizen peb erô. Ober a reer an irvi-zé en oc’h teurel daou bom neil d’oc’h éguilé gât eun allar vian. Peurvuia ar rizennou hô deus a ledander étre-zo tri-vec’h meutet ; mes neller quet eulia mad al ledander-zé nemet pa reer an anchou gât ar verquéres ; a-hend-al, mard eus étrézô muioc’h a franquis, ar betterabes, guelloc’h avelet, né vezint nemet téoc’h. Planta reer gât ar pî, en anchou digoret Ha gât ar verquéres
gât ar verquéres. Ar penvec labour-mâ, doaré eur rastel, var tri droatet a ed, zo tri dant vraz, outâ, ac étré-zo tri vec’h meutet. Eun den a zigas anezâ, en oc’h vale var e guis, an eona al mont. An tri ant quanta eur vech digoret, en emencha ra, evit digueri ar ré al, var an dervet en oc’h lacad enan an dant quanta beg ar rastel, ac en oc’h quenderc’hel éguissé qué né vez peur gred an dachen. Tieien zo tro ar