Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —



Berniou goloët gât plouz eb quen.

Ar goan zo peurliessa clouar er bréiz-izel. ispicial quichen an od ; e quement lec’h né vezquet a scorn braz, eller ober ar berniou brouscon gât nebeutoc’h a labour. Lec’h toulla, é leder var an douar eur guisc lan, colo it-tu pé gors avalou douar, en oc’h lacad eves dober ar guélé-zé lédan avoalc’h da galedi mad ar bern, francoc’h evit tri droatet eun tamic bennag. Ober reer ar bern, evel an doaré discoèzet bremaïc, var an ed a guérer. Golo a reer anezâ a plouz pé gât traou al envelep ; ar plouz a stanc pissoc’h doc’h an avel scorn evit an danveziou al ; couscoudé eller lacad plouz guinis-tu evit mirout ar c’holo al. Eun déoder seiz pé éiz meutet zo trevoalc’h evit divoal ar bern doc’h ar glao ha doc’h ar scorn. Couscoudé, evel nal gouzout dén pé quer creô a vezo ar scorn, ez eo evezus, cant a ma teu, cresqui ar guisc plouz

adarré petraman teurel teil tom nevez gred varn-n-an.[1]
  1. Eguissé ran, a bel-zo, gât digouez mad. Quemmeret em eus an doaré-zé digât an aotrou Feliz, eus a Trezlez, oc’h pini em eus hanvet c’hoas al labouriou izinus.