Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

Perac tilezer ar prajou.

tré er c’hiz compessa, dizac’ha ha doura ar prajou, nellont ober nemet nebeut a guellidigues en doaré-zé.


Prajou doured é Trevarez gât an otrouien Kerjégu.

An otrouien Kerjégu, en hô zalc’h caër a Drevarez, quichen castel-névé, hô deus douret prajeier en eur c’hiz da veza euliet. Crédomp ar vugalé zo ô tisqui er scol labour-zé, é squignint eb dalé aru c’hiz mad-zé var meaz, ac a zigassint é peb lec’h, dré quelennou talvoudus, an doaré guellad ar prajeier.


Dizac’ha dar ar prajeier glip ac ar ieuniou.

Ar c’henta tra é renquer ober er foenneier laguennus, zo discarga an dour-zac’h, en oc’h fossia var an eillennou. Red eo toulla betec an douar dindan ac avechou en douar mélen zoquen, evit troc’ha an eillennou douna ; couzien, ma né toulfed quet izel avoalc’h, ar fossiou né zizec’hfent quet tré ar prat ; red eo ta toulla a iz ar guisc dré pini é teu an dour. Ar oassiou dissac’ha dléont beza toullet stanc avoalc’h evid dissec’ha piz ; paneveze ar broën ac ar ieotennou dourec a zeufent adarré da grienna ar prat. Foën ar prajou laguennus pé beuzet a zour alies, zo ato calet, lec’hidec, ha clanvus avechou. Goudé eo bet dizac’het an dour, ez eo mad doura var c’horré, paz euz dour red eaz dancha var ar foennec ; rac, mard eo fal an dour zac’h dar ieotennou, an dour red hô cresq ac hô vella calz. Dour ar vro-ni zo cri, peurvuia,