E pé seurt douarou é teu da vad
lec'h tost dan ochou lec’h ez eus bet adet, abalamour an douar zo roëz, don, ha mad dreist-ol, ha dré ma nem blich eaz avoalc’h al louzaouen-zé é quément seurt douar lec’h ez euz treaz. Credi eller alfed caout ivez luzern mad en douarou pinvidic ha condon é caver en daou arrondissaman Brest ha Montroulez ; mes né zeuio lec’h al, pel deus an aod, nemet en douarou mad dreist ar réal é caver avechou amâ ac a-ont.
Ar charronz.
Ada reer charrons é craon, mes ned eo quet anavezet cals e lec’h al ; goulen a ra douar crê eun tamic. E ada reer abarz ar goan, pini nequet cri avoalc’h peurvuia, en hon vro, dober gaou outâ, pétraman abred en nevez-amzer. Mesqui reer etoëz eun nebeut eilz pé querc’h evit é zerc’hel en é za ; couscoudé stoc a ra aliez, er blouavechou glaoec, ha brein a ra oc’h an douar ; abalamour da zé hor tieien né zeuint quet buan dada doc’h ar louzaouen-mâ. Ar charrons né ro nemet eun droc’h ; é ad, pa é leusquer danvi, zo magus dar c’hézec ha dar môc’h.
Ar ray-grass.
Ar raygras, oc’h péini é teu eur seurt é-unan en hor douarou dous ha dru, zo eur ieoten vad da diriena ar prajeier ac ar peuri en douarou a leusquer eun nebeut bloavechou da zéana. Ar raygrass eus an itali a zo eur ouen ténéroc’h doc’h an amzer evit ar réal ;