Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/166

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

eosti. Pa zeo couls lavar deut ar foën eost avoalc’h, mard eo sarret mad ar berniou savet var ar prat, chomint meur a zeves dindan ar glao eb touffa na diguemerout dour. Eur vech direstet ac eolet ar foën, é renquer divoal dé leusqueur dindan ar glao nac ar gliz, petraman a golo e c’houez vad ac é liou ; en divez, evit é mirout en é zoaré, é renq beza eostet buan.


Né réomp quet aliez, er breiz, foén melchen na ieotennou envel. Couscoudé avechou renquer ober foën Doaré ober foën melchen ha ieotennou envel.

melchen paz eus ré anezâ, ma eller é implijout dré ma teu. Al louzeier-zé, goal neudennec, goal dourec, né zléont quet beza ré zigorret dan eôl ; suilla rafent, hô delliennou a vruzunfé ha né chomfé quen nemet an dreujou. Evit eosti ar seurt foën-mâ eb é zevi, a renquer é zerc’hel téo var é rést, ac é troei en doaré-zé eb é hija ré. Dré ma teu da scânvad, é reer téoc’h berniou, ma eosto peb a nebeut, ac en eun doaré da virout é zelliou. Ober réer peb obardaé brassoc’h berniou evit d’ar foën al, abalamour da zigas an domder enô, evit mirout né zeufé da douffa divezatoc’h. Eur vech eostet avoalc’h, é vez digasset dar An oalen vella ar foën.

guear. Mirout a reer ar foën da voeltra, pa lequeer eun nebeudic oalen var quement guisc é za er bern.