Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




NAOVET PENNAD.


————
LOENNET AN TIÉGUES


————
Mag trevoalc’h a chatal evit trempa da ol idou.
Eul loën chalal a dremp tri palefras douar.
J. Bujault.


I.


Ar zaoud.

Neller caout saout caër nemet er vroiou lec’h a labourer mad, leac’h a léqueer boëd avoalc’h evit maga al loënnet é doaré. Ned eo quet ar vro quement ac ar boëtach en deus ar muia nerz var doaré al loënnet : an ol chatalou c’héont da fal pa zilezer anezo. Ma né voëteer quet avoalc’h, gât ar c’haëra tadou, ar ouen ne vellaïquet.


An tirvi Léon digasset é querné nhô deusquet guelleed ar ouen enô.

Cuzuil an départaman ha ré an aradéger hô deus gred, eb talvoudégues ebet, dispin, meur a vech, evit guellaad ar ouen saoud vian zo tro Castellin, Quemper ha Quemperlé, en oc’h vesqui anezô gât tirvi Léon. Mes ar mescaman-zé ned eo quet bet talvoudus evel a grédent : al loënnet digasset deus al Léon, boazet da gaout muioc’h a boëd, nint quet bet queissé