Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

é eugenet zo téner ha dru ; a bioc’het zo leazec. Tamallout a reer dar seurt-ma é viander ; goulen a rafed dezhâ muioc’h a donder doc’h é scoaz, a lédander doc’h é guein ha doc’h é zailler, ha quiq ar vorzed disqnennetoc’h.


Quement ouen a ziguémer buan ar c’hiq zo ar ré vella er vroiou a beuri, pel deus ar c’hériou vraz, eguis keraès ; Quichen ar c’hériou é c’houlenner saoud leazec. Teurel a renquer ar vrassa eves pa glasquer an tarô, da ziguemmérout quentoc’h ar ré bet zi var bioc’het leazec, ispicial lec’h a vez ar gonidègues doc’h al leaz. Eun tarô mad zo ber é ben, An tarô.

téo é gouzouc ha crêo, lem ha digor é zaou-lagad, ber é guergniel, ledan ha don é scoâ, ir é gorf, lédan é zailler, é ziou vorzet disquennet, é ziviscar. ber, ha crê doc’h doaré ar c’horf é tougont. Ar bioc’het Ar vioc’h.

mad hô deus eun teaz couëzet, na ré zru ; ar goazied léazec, téo ha lignennet freaz ; ar rizen bléo her a zao doc’h an teaz betec al lost, leden ac andvet mad ; sul uella a bign ar rizen, sul leazec eo ar vioc’h, doc’h quelennou an aotrou Guenon, pini en deus gred eun discoëz var ar boënt-zé ha nellont quet laquad amâ, mes erves a leverer, talvoudus eo danavezout ar bioc’het.