loënnet al. An diou javed hô deus peb a c’houec’h dant peuri ; dan derved bloaves, a gouëz an diou dant creiz ; ar ré dosta dioutô a gouëz dar bevaré bloaves ; an dent corn dar bennpvet.
Clenvechou ar c’hézec.
Cetu amâ ar c’hlenvechou a scô an aliessa var ar c’hézec : mervel a ellont gât meur-a-ini, pa nhô louzaouer quet é maré ; bez int : ar boan-gof-avélus, ar guentr-goassoc’h-goas, ar boan-gof a-bel-zo, ar c’hrom, ar boaniou gouzouc ac ar straquillen.
Poan-gof-avelus.
Ar c’hézec hô deus aliez poan gof : dré meur a zoaré al dont an diézaman-zé dez-hô. Credi reer avoalc’h, pa eo guir ar marc’h nalquet dislonca, abalamour dar c’hiz ez eo sarret é zac’h, quement diezaman gof en d’hô, a vezo eur goal dra. Pa nalquet ar zac’h poaza ar boët, e chomo ebarz dé goasca. Ouspen, queit a ma chom en doaré-zé, an avélou cresquont ato en diabarz, ac é goassaont ar boan ac ar c’hlenvet. Mirout a reer deus ar c’hlenvet-ze, en oc’h divoal boëta ré, en oc’h divoal c’hoas roei boët glaz pa eo glib, ac ispicial ré a bânes pé brouscon al, crîz na poaz zoquen, var eun drô : guellout a réer aliez tud coll quézec a zalloudégues, abalamour da veza roëd ré a bânes, deshô. Ar foën toufet, quement boët fal ellont ivez digas ar boan-gof-avélus ; aneuzé, pa leusqueur anezcô didan ar glao crîz, pa ziguéméront