Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

lacad ar varraz en eur zac’h, evel ez éo bet discouezet, oc’h pini a vezo sarret pen an treac’h en dro da beg ar marc’h. An ali-mâ né zléer quet dilézel, pa vez goal grê ar straquillen.


Straquillen côz pé badus.

Ar straquillen losquet dré digui da gôsaad al dont padus ha mont da mormouz. Avechou pa jom ar c’hlenvet en eun doaré quenderc’hel eb paréa ; eur zéton, laquet er scoaz ha dalc’het daou pé dri mis, al é cas cuit, quercoulz ac ar bâz ten zo oc’h é eulia.


III.


Denvet.

Hor ouen denvet-ni zo bian ha fal avoalc’h. Neus quet eur vras anezô en hor tieguechou ; né veller ini, coulz lavar, en andréajou deus ar vro a zouarou mad. Divoalet fal, é réont muioc’h a zroug evid né dellont ; boëted dister, é varvont er goan a bandennadou, Ar c’houéon dourec pé breinadures

gât ar c’houéon-dourec pé breinadures. Credet éo bet é deué abalamour dar iêuniou lec’h mhô c’hasser da beuri, ha dar c’hiz hô leusqueur é meaz barz na vez savet ar gliz ; mes doc’h em eus evessed, nequet an dra-zé a ra ar goassa, rac ar vreinadures a scô ispicial var an denvet chomet fal ha sempl dré ziouéri caout boëd avoalc’h. Ar c’houeon-dourec-ze zo eur c’hlenvet ac a red er c’horf, deut dré breinadures ar c’houraillou, é péré gaver gôriou ha prenvet.