quen, Ean an douar evit pemp ha c’houec’h bloas ; seiz bloavez, eus a béré a beuri. en oc’h dispartia ivez douar an tiégues, é quément-sé a lodennou ; cuit é vior eguissé da zilézel darn ô téâna. Evit asten ar stuz en oc’h eulia ar c’hiz-ma, neusquen nemet ada, touëz, an it laquet er bévaré bloaves, ieotengou quemmesquet, melchen, raygrass ha réal, péré a falc’hor ar bempvet bloaves evit al loënnet, ac é réor peuri goudé, pad diou bloaves, abarz diguémérout ar stuz en dro, evel quent.
Sulvuia a lodennou a reer, sul nebeuta a zouar a renquer da deilla peb bloas ; mes, pa neller quet laboura unan deus al lodennou, ez eo guelloc’h é leusqueur distuz, en oc’h é droei ac e gloëda, evit lacad guinis goan. An douarou distuz rencont beza labouret ha cloëdet meur a vech en ân, evit laza al louzeier quen aliez guech ma c’hlazont stanc.
Er c’hiz stuzia evit seiz bloaves a vezo quelennet izeloc’h, peb eost a vezo mad en oc’h teilla dru ar c’henta, ac en oc’h teurel eul livadic var eost ar bévaré pé ar bempvet bloaves, er c’henta quélen ; ha var ini an drédé pé ar bévaré, doc’h an eosta zigoëzo, en eil quelen.