Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




UNECVED PENNAD.


————
GUERGĖOU HA DOARÉ OBER AR SIT.


————


Guergéou.

An darn vuia eus hor tieien réont hô guergéou gât plant avalou put, é clasquont bep goan er vrouscoajou. Ar blant zé nint quet ato iouanc na dru avoalc’h evit ober guez avalou caër ; evit an darn vrassa ez int dister, toc’hor, nebeut a griou zo outhô ha nellont quet suna doc’h an douar magadures avoalc’h dober cresq. Enclasq ar blant.

Ar c’hreffou laqued out-hô, né labouront quet gât nerz ha né strujont nemet scourrou fal ; ar vézen ned eo quet frouezus ha né badquet pel.


Ober renquer maguéréset.

Evit ober guergéou da veza mad ha da zont buan, é dléer ada maguéréset. Evid-sé, dastumer an ad etouez ar spluzen, pa eo bet goasquet ar sit, en oc’h léda ar spluzen-zé, en dévéchou brao a zigouez c’hoas abarz ar goan, a guisquou tanô, var eul lincer ; pa Quempennadur an ad.

vez dissec’het avoalc’h, é rideller anezâ, da zibab an adou, ha nia reer goudé da peur cas cuit an tamou scân a zo deut, deul an ad, treuz ar c’hrouer. Léda reer a nevez an adou dan eôl ac hô nia reer c’hoas eur vech al, evit scuba ar vruzunachou nint quet eed deul an avel quenta.