Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —

douar roêz dan ear, en oc’h lacad doc’h an traon eur guisq lan ha bruc.

Labour ar vergéou.

Pa feller quenderc’hel lacad éost er vergéou, é dléer derc’hel étré ar renquennadou guez avalou, ed avoalc’h evid na zizeolint nemet an nebeuta an éostou. Evid-sé, meur a ini léquéont anezo tro var dro dar parc ac é losquont ar c’hreiz dizolo ; mes colet a reer en doaré-zé eur goal riblen ; squeud ar guez a bar pel ac a ra calz droug. An douar nal roei nemet eun eost var eun dro ; guelloc’h a véfé ta dilezel gonnidegnes an idou er vergéou, evid é nem zerc’hel da falc’ha ar ieot, pé da gas al loënnet da beuri eno, doc’h er maré bloas.


Penaoz mirout d’oc’h clenvet guen ar guez avalou.

Cavet eo bet, a lévérer, névez-zo, eun doaré mad da gas cuit ar c’hlenvet loëd, pé ar c’huilet guen, a sun ar guez avalou, en oc’h teurel var no c’hriou eur c’hemesq teil môc’h ha manou delliou dêro ; mes eun doaré guelloc’h c’hoas, zo guelc’hi ar scourrou gât lijou pé gât dour raz névez didanet. An eol ac ar soa tâno a laz ivez ar c’houilet-zé en oc’h hô vouga.


Sit.

Nouzomp quet, é breiz, ober ar sit ; nanavézomp quet ar c’hizou mad ha squiantus evid-sé. Frouez mad a renquer da gaout, dastumet en ho foënt, evit ober sit é doaré. An avalou couëzet ré abred, nalfent Avalou couëzet

quet beza dibabet doc’h touëz ar réal gât re a eves ; hô fila renquer ac hô goasca hô-unan, rac nellont