Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

a ra peb a nebeut da laboura ; ac, a ben tri pé bévar mis, an douçder a zo enâ ez a oc’h é nerza, ar sit zo eun tamic c’houéro, pé trenc ha crê, doc’h ar vlaz a zlé dan avalou ha dan douar ; pa mâ en doaré zé é plich ar muia dan dud var meaz.


Avalou trenc.

An avalou trenc né roont quet sit blazet mad, Avalou douç

trenca ra buan ; an avalou douç réont sit blazet caër mes dua a ra buan ; an avalou c’houéro réont sit Avalou c’houero.

crê en é liou, nerzet ha padus.


Quemmesq an avalou douç gât an avalou c’houero.

Ar sit mad zo gred en oc’h quemmesq an avalon douç gât an avalou c’houéro ; red eo ta divoal da lacad er guergéou avalou trenc. Ar seurt douar a ra calz ivez var blaz ar sit ; evelsé : an douarou crêô, var saoiou, goasquet deus an avel vôr, roont sit crê Nerz en deus an au ha doaré an douar var doaré ar sit.

en é liou ac en é nerz, mad da nem virout ; an douarou dourec zo er stanquennou, a réont sit sempl, evitan da veza téo, blaz an douar gât-an, ha fal da nem virout ; an douarou losq ha meinec, ar ré zo quicken ar môr, é quement lec’h ne zeuquet caër ar guez avalou, péré né roont nemet frouez vian ha dister, né réont nemet sit sempl, blazet mad avoalc’h, mes é doaré trenca abred ; en divez, an douarou savet, biliec ha troëd tram ar c’hreisté, roont sit dreist-ol, scân, blazet mad, livet caër ha padus.