Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




DAOUZECVED PENNAD.


————
LIZÉROU MERQUET. — DIGORADUR AL LANNÉGER.


————


Lacaad perc’hen an douar da c’houzout en dévezo talvoudégues er guellidigues al labour.
Discoës dal labourer ar pez a zlé gouzout zi var ben ar gonnidegues ha digas ar gouiegues-zé é bep lec’h.
An eb a voasq é velour a zistéra é zouar.
J. Bujault.


Lizérou merquet.

Al lizérou merquet zo peurvuia a ré ver-amzer ; ancounac’haad a réont da lacad an tiec en eun doaré postec a zo red evid guellaad gonnidégues an douar. A-bel-zo an ancounac’h-zé zo bet discoëzet gât ar ré gouieca : perc’henned an douar hô dijé talvoudégues Lizérou a zrivec’h loas.

matreze da zigas padélez al lizérou bétec trivec’h loas, en oc’h derc’hel an tu dhô zerri pa zigouëzo ober, da lavarout, pa falaï an tieguès gât unan dré zivouéri e laboura gât eves.

Guellidigues ar gonnidegues a zo arzet ivez dré ar Discarg an douar.

c’hargou stard a zo é meur a fesson var an douar. Né ziscoëzin quet amâ é pé c’hiz ar c’houarnamant alfe biannaad é zispignou, na quénebeut pé seurt danveziou-al chom é meaz ar c’hargou ; discoëz a rin eb quen penaoz ez eo douguet da deurel atao ar vrassa beac’h