Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




TRIZECVED PENNAD.


————
DOARÉ MIROUT DOC’H AR C’HLENVÉCHOU


————
Né iesquét er foariou nac er marc’hajou nemed evid da ezommou ; bé vezo ato lud lezirec, dreberien ha mevierien avoalc’h eb-z-oud.
J. Bujault.
Ar vezventi a laz muioc’h a dud evid né ra ar brezel. ***


Credi ran ez eo talvoudus ober eun divez pennad evid roei da anavézout dan dud var-meaz an doaré dhô nem zerc’hel er iec’het ; rac, ma ouffent an eves, eaz deulia, pini a viréfé peurvuia oc’h an darn-vrassa eus hô c’hlenvechou, morvad nhô dilézéfent quet, pa eo guir ellont peur liessa eulia ar c’hélenou-mâ eb distrei doc’h hô labour.


Clenvechou dré zigouez ha clenvechou dléed dar vro.

An darn-vrassa eus ar c’hlenvéchou a scoont en hor vroiou é teuont dré zigoez, pé dré nerz ar vro. Ar bâz, ar pistigou, ar goal poaniou ben, etc. zo peurvuia clenvechou digoëzet dré ziéves an dud, eus a beré alfed aliez miroud, mes doc’h doaré béza marvel, pa nem ziscoëzont. Quément seurt derzen zo clenvechou dleed dar vro.