Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —



Goal derzen hanvet var meaz ar c’hlenvet.

Evel-sé, ar goal derzen hanvet var meaz ar c’hlenvet, ac a scô ispicial var ar zarc’h ac ar boézellou, a ra mervel peb bloas eur spount a dud. Pa za en eun ti, a scô an eil goudé éguilé quement ini a zo barz, ac ar c’hlenvet criz-zé né zéan nemet goudé beza casset meur a ini en douar. Ar goal glenvet-mâ zo dleed dreist-ol dan doaré diguempen ha clanvus deus an tier ha dar moguedennou a zaont eus ar poullou laguennec é caver ato é breiz tro var dro dar c’hériou. Ear clanvus ha nalquet nem rénévézi é costier nhô deus digor nemet dré doullou vian ; eur boëtach pouner ha dinerzus, torret a-amzer-é-amzer dré goal gofadou vesventi ; caout riout gondé beza nem domet, beza c’houezet ô laboura, quément-sé a zigasso, evid guir, ar c’hlenvet-mâ ha meur a ini-al.


Red eo iac’hussad hor c’hériou en diabarz ac en diavez.

Quément clenvet ac en deus eun doaré stagus, péré a scô en eul lec’h bennag, var meur a rum en eun dro, zo dled dar vro ha dal louzdoni. Red eo ta iac’hussaad diavez ar c’hériou, en oc’h stanca ar poullou ac en oc’h rédec an douréier-sac’h ha caliarec ; an dra-ze vijé eaz ha dimizus dober peurvuia. Ouspen, red eo, evit avéli diabarz an tier, francaad ar prenestou é doaré leusqueur ar sclerijen ac ispicial an eôl da barad é barz.