Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/296

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 296 —

drougus ha clanvus. Pé quer fal eo ar vezventi ha quement évach creo.

An diabarz, tânet dalc’h mad, a zo poazet beb a nebeut, ha, pa eo ead ré zon ha ré goas an droug er sac’h ac er boëzellou, ar boan é nem ziscuil a dol en é goassa, en eur boënt ez eo ré vras evit paréa mui. Lavarout eo bet gât virionne : an evach crê, a laz muioc’h a dud evit né ra ar brézel ! Ouspen, dré ar vezventi, saô étré an dud ; emgannou vez aliez : meur a varo crîz ac a-dol c’hoarvéz en doaré-zé ; boaza ra dan digui, distro a ra da laboura, colet a réer an amzer ha mont a reer buan var netra.


Ar vreac’h.

Ar vreac’h a zo distéréed calz, abaoé léqueer anezâ dar vugalé ; couscoudé é vez guellet avechou tud vacsinet scoëd gât ar vreac’h ; mes neuzé ned eo quet quen goas ha né zivaloaquet unan. Lavarout a renquer ivez, ma red c’hoas avechou ar vreac’h er vro, an drazé zo dled dreist-ol dan diéves an dud, péré né zigassont quet diou vech hô hugalé dan ini a laq ar vreac’h, evid gouzout mard eo é doaré ar chôriou savet var an toullou.


Ar ruel.

Ar ruel, ac énem ziscoëz peurvuia a-viannic, ned co quet an aliessa eur goal glenvet, pa léqueer évés