Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

nemet dre ma teu nebeut a nebeut de nem zizober. A hendal an treaz, dré ma zéo tannoc’h, a zo eassoc’h ivez da squigna. En oc’h teurel quement à quement, an tréaz a chollo muioc’h a zouar evit na rai ar scotil, dimizussoc’h en an trez ta ha nebeutoc’h a charré a c’houlenno ; couscoude, guelloc’h digas scotil en douarou crè, erves em eus discouezet uelloc’h.


Pé quer talvoudus eo an treaz ac ar scotil en douarou creis pé diabarz an départaman.

Anavezet eo penaos er vroiou pella deus an od, an treaz ac ar scotil, a reont muioc’h a vad evit ne reont en douarou a zo tostoc’h. Caout a reer guellidigués dreist al, en douarou a ziabarz pé créis an départaman, en oc’h teurel nebeudic doc’h an danveziou-zé dré zévésarat ; dré ma réont gât nebeutoc’h, guéont hô digol deus ar mizou digas é rencont da paëa er vrouiou pella-ze. An doaré guir evit guellad an douarou losq, pel deus an ochou, ha ma eller diguerri al lanneger vraz ker glac’harus evit daou lagad quement ini a vale er vro, zo essaat digas an treaz enô, dré ober enchou, en eun doaré ma ello an ol caout an danvez-ze gât an nebeuta mizou.


An douar losq a c’houl teil brein ha dru.

An douar losq a c’houl druoc’h a breinoc’h teil evit an douar pouner, abalamour nalquet en em quemesqui mad avoalc’h gât an teil braz, pini a ra eun