Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PEVARE PENNAD.


————
PENFILLOU LABOUR.


————
Né reerquet eul labour talvoudus eb caout eun allar mad ace eur soc’h ledan da droc’ha ar griou.
J. Bujault.


I.


Red eo guellad c’hoas ar penfillou nevez.

Gred-eo bet calz penfillou nevez evit ezommou al labour guelled ; calz anezô ne labouront quet c’hoaz mad avoalc’h. Ouspen, meur a benfec, a zo talvoudus meurbed, ac a zo red caout en tieguechou braz, neusquet ezom anezô, pa neus nemet tieguechou bian, evel er breiz, da lavarout pevar devez arat varn-ugent pé trégont dan irra. Doc’h ar penfillou nevez zont, nhon eus ezom nemet tri dober hon labour : an allar, an oguet ac ar ruilleres. Comz a rin nebeut deus ar penvillou al, pa eo guir nint-quet euz a guement a dalvoudeguès ; couscoude, em bijé gred mad matreze lacaad ivez étoëz ar ré ezommec, ar c’houennéres ac an aderes ; izéloc’h e vézint cavet. Allar vro.

An allar vro, gât e zoc’h moan, e guignalar ir, nal nemet rogui an douar eun tamic ; nal quet roei eul labour mad na coundoun avoalc’h ; ne droc’h na ne dro quet e bomm piz avoalc’h. Couscoude, tenn éo da stlija, abalamour dan arz a ra ar c’hillorou ha dar bec’h a ra