Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

nebeut, betec an anchou zo etre-zô. An arer squiantet a zresso e irvi eguisse eaz aoalc’h, en oc’h roei gât evès, d’oc’h doaré an douar, muioc’h pé nebeutoc’h a grog dé allar, dré ma casso é labour araoc.


Petra eo an allar.

Cetu quement tam zo oc’h ober an allar al laz, oc’h pehini en em stag an tamou al ; ar ac’hravas pé al lostennou, evit manea ac encha an allar ; ar c’hontel, pini a valé araoc ar zoc’h evit troc’ha ar bomm é soun zi varc’horré. Ar zoc'h, evit é zroc’ha dindan, ac e renq caout lédander avoalc’h da nem reiza gât digor ar guignalar ; ar guignalar evit cas ar bomm er guer ; meur a seurt zo : sul vuia int troët cleuz, sul vella e troont ar bomm en douarou scan ac en douarou daou anter ; mes en douarou crê, ar guigneller eon ha ber e dro guelloc’h. Ar guigneller potin (ouarn teuzet) zo guelloc’h evit ar ré-al, abalamour e chomont ato en ô c’hiz ac an douar né stag tam outô ; ha dré-zé, evel eo bet lavaret c’hoas, an allar ne nem garg quet, nequet arzet en ent ha mont a ra ato var eon ; ar c’hever pé ar zol a ricl var an douar ; an tam-ze an ini uz ato ar buana, mes eller caout eun al gât nebeut a vizou[1] ; ar regulator, a zo pen al laz, zo evit quemmerout dounoc’h pé vassoc’h, ledannoc’h

pé strissoc’h.
  1. An aotrou Bodin a gas quevériou nevez, pa feller, ac hô verz doc’h al lur, dar priz ar potin.