Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PEMPVED PENNAD.


————
IDOU - LIN HA CANAP.


————
Ar pennou mad A réont an éostou mad.
N’ad quen nemet ar pez elles trempa. An neb ad eb teil e ra var netra.
J. Bujault.


Idou.

Anaout a reer idou ar guinis, ar segal, an eilz, ar c’herc’h. An ieotennou deus hor foënneier, péré zo envel avoalc’h oc’h an idou, zo ivez louzeier deus ar memes ouen ; mes nint quet laquet en envel ran, abalamour hô adou nint quet mad evit bevans an dud nac al loënnet.


Deus a guement it, ar guinis eo ar pinvidica en danveziou gludec, ha dré-zé ar guella dober bara.


Ar guinis.

Ar guinis a c’houl douar crêo ac eun tamic priec, mes an douarou daou anter pri ha treaz creguennec plijont c’hoas muioc’h dezan ; bez eo ivez tost dan ochou é c’hader ar seurt guella. An douar renc beza quempennet ha teillet mad barz ada ; ar bloaves araoc é dlé beza bet dilouzaouet mad dré panezou pé Guinis var melchen bloas.

bruscon al c’hoennet. Eller caout guinis mad, eb tremp, var melchen bloas, troed eun nebeut barz cala goan.