Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

Ne zeuonquet couls var melchennou an eilvet pé an drede bloavez, abalamour dal louzeier péré a c’hounézont quer buan an douar er vro-ni. Ar melchenou côz nint mad da gaout guinis nemet en douarou neat ha froujezus drest-ol deus an od ; enô zoquen ar guinis stoc alies pa ec’h ader var melchen bloas. Aliez veller ivez ar guinizou adet var melchen troêd, en douarou priec nostamant, beza dru avoalc’h quen né vezont dieuzet, ha couscoude nellont quet goude peurober hô greun, péini a zo goasquet ac a chom moan ; en oc’h teurel eul livadic teil, é viror oc’h an dichanz-ze.


Pa zeo an idou ré zru, gât aon né stoquéfent, e crenner anezo gât ar fals, ac e reer adarré divezatoc’h, mar bez ezom.

Quement a seurt guinis.

Bez eus meur a ouen guinis ; ô ranna reer e diou loden : ar guinisou corbi ac ar guinisou barvec. Ar guinisou corbi a zo caëroc’h ac er c’hiz-zé ez int aliez essoc’h da verza. An idou barvec e teuont guelloc’h en douarou dister pétraman er ré zo eun tamic losq. An ad é renquer teurel dré zeves arat, zo eur Quellennou evit ada ar guinisou.

boëzellad pé Eur boëzeilad anter, doc’h druioni an douar ha doc’h ar maré é c’hader. Ma vez roëz an douar, sec’h avoalc’h, caër an amzer, an ad a c’hlazo