Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —



Querc’h guen pé querc’h goan.

Né ader peurvuia en departaman nemet querc’h guen, e lequeer maré ar calagoan, evel ar guinisou ac ar segalou. Carteriou zo, ispicial en diabarz an Al beza adet e mis quenver pé é mis c’houereur.

departaman, é caver guelloc’h, evit mirout doc’h droug ar révéjer, gortoi barz ada ar c’herc’h betec mis quenver pé mis c’houereur. Bez eus c’hoas ar c’herc’h du pé querc’h ân, é eller ada azalec Querc’h du pé querc’h ân.

mis c’houereur betec mis ebrel ; mes nebeut avoalc’h é léquéer er vro, ha peurvuia ned eo quet founus quénebeut. A hendal, ar c’herc’hou a ro ar muia ac ar pounera greun, zo ar ré adet abred. Ar c’herc’h né zuan quet quen alies ac an eilz ; mez eur c’hlenvet al, eun nebet bloavechou zo, a ra cals Merquen pé poult du ar c’herc’h.

gaou dezan, pa zeu : ar verquen eo, oc’h pini am eus comzet c’hoas, ac en em stag oc’h ar gorzennou ac oc’h an déliou. Fesson zo ar poult-zé ned eo quen nemet eur seurt uelvar bianic bianic, pini a veo var ar c’herc’h evel an uelvar var av guez avalou, an eliô ac ar c’henvi var ar guez al, en oc’h hô suna. Nanavezer quet c’hoas penaos e teu a c’hlenvet-zé, na petra dober evit mirout outan. Matreze an droug-zé né zeufé quet quen aliez ma laquéfed evez da rénévezi avéchou an ad, eguis em eus quemmenet uelloc’h. Ada a reer eur boezellad anter dré zeves arat, ac ober reer evel eo bet lavaret evit gounid an idou al. Ar c’herc’h a zizil buan, a rabat ta é Pédavaré ez eo poënt midi ar c’herc’h.

leusquer anvi ré, abalamour ma teufé avélou braz, alfed col calz doc’h ar greun. Leusqueur a reer ar